Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

great eo bet gant houarn, gant dir ha diamant : setu penaos eo, pa fell d’it klevet. Evit miret na zistrofen ken da lez Morgan, e ve red trouc’ha anezi e meur a damm, e-pad ma sko an heur a zo bet lakeat d’in da vont kuit, ha ne gredan ket e ve bouc’hal na benveg krenv ha lemm a-walc’h evit he zrouc’ha en eun taol; koulskoude en eun taol, en taol kenta eo e rank beza torret, pa anez an eil taol a yelo e-biou.

A-benn eur pennad goude m’he devoe lavaret an dra-ze d’he breur, e pokas d’ezan ha dioc’htu ez eas ac’hano evel eul luc’hedenn, eur sklerijenn gaer en-dro d’ezi.



Brema, lezomp Henori da zistrei da oueled ar mor hag ha breur d’he gortoz betek antronoz.

E-pad ma oa bet an daou-ma an eil gant egile, eur paotr-saoud en devoa klevet ha gwelet kement a oa bet ganto hag e pe c’hiz.

Ar paotr-saoud-ma, diank darn eus e chatal d’ezan, a oa bet chomet pell an uoz d’o c’hlask dre ar c’hoad. Bez’ ez edo war-dro ar chapel, pa welas eur sklerijenn vras o sevel hag o tont etrezeg ennan. Da genta, e kredas e oa an heol; o kement-se, pa deuas da zonj d’ezan ne oa nemet diou heur c’hoaz abaoe ma oa serret an noz, e lavaras outan e-unan :

— Eun dra bennak a nevez a zo dre ama, rak evit an heol n’eo ket, re vuan en defe great e dro neuze; n’eo ket al loar ivez.

Hag heman a zelle hag a vvele e tostae atao ar sklerijenn outan. Petra ra neuze ? Mont da guzat a-drenv ar chapel, hag