Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ha goude, leda war e c’houli al louzou a zo er bigorn all-ma. Gant al louzou-ze e pareo a-benn ma vezo bet lakeat teir gwech war e c’har. Pa vezo deut ar mare da zont dioutan, e sachin war ar sug-ma a stagan ouz ho troad kleiz, ha neuze e tistrofoc’h buanoc’h evit an avel. Eur sklerijenn gaer, evel goulou-deiz, a lakin da lugerni en-dro d’eoc’h, ha, gant aon na c’hoarvezfe ganeoc’h netra a gement a ve evit miret ouzoc’h da vont da gaout ho preur pe da zont en-dro, setu eur c’hleze-falc’h, krenva kleze a zo bet biskoaz. Great eo bet evit Arzur ha d’ezan hepken eo bet hag e vezo adarre, pa zistroio a-enep ar Zaozon. Gantan en ho tourn, den na tra ne harzo ouzoc’h. Brema, va merc’h, emezi d’in, kit da wiska an dilhad kaer am beus lakeat d’eoc’h en ho kampr ha bremaik me va-unan a yelo d’ho kas d’an aod. Ac’hano ez eoc’h war-eeun hag en em gavfoc’h gant ar c’hoz chapel em beus lavaret : eno ema ho preur, eun truez he welet. » — Setu, va breur, emezi, penaos oun bet saveteat eus ar mor ba penaos ez oun deut ama d’az parea. Brema me a ya da leda va louzou war da c’houli ha dioc’htu da boan a zigresko hag a yelo kuit. A-benn ma vezin-me bet ama teir gwech, e vezi pare klok. Diou nozvez all am beus da zont c’hoaz ; goude-ze avad ne c’hellimp marteze en em welet ken.

— Petra, eme he breur d’ezi, ha ne ve ket gallet tenna ac’hanout eus a zaouarn Morgan ? Ma ouezfe map roue an Hiberni emaout ama hag ez out ken kaer all, ne gredan ket e tistrofez ken d’ar mor, rak dont a-benn a rafe da viret ouzit, kement e kar ac’hanout !

— Allaz ! emezi, en eur denna eun huanad, diês e ve d’ezan va c’haout ; gwelet a rez ar sug-ma stag ouz va gar ;