da ober droug pe vad kement louzaouen a zo er mor ha war an douar ; ne deus netra na ouzoun ; ne deus gouli na klenved na barefen ; va galloud a diz tro-war-dro d’ar bed, en nenv hepken ne c’hellan netra. Pa ho pezo tremenet dek vloaz o teski bemdez eun dra bennak a nevez, ne ouezoc’h ket c’hoaz nemeur a dra e-skoaz a ouzoun. Anez va gouiziegez-me, Arzur ne vije ket bet pare birviken, nag Arzur na kant all am beus-me digaset nerz ha yec’hed d’ezo, evit ma c’helljent, gwelloc’h a ze, dispenna ar Zaozon milliget ! » — Setu, eme ar plac’h yaouank, petra a lavaras Morgan, ar wreg kaer-ze d’in neuze, ha brema ez eus eun nebeut deiziou e c’halvas ac’hanoun da vont d’ha c’haout. En he c’hampr edo, el lec’h ma rea he louzeier. Eno, dirak eur pez fourn dan, goloet gant eur baeron arem vras, e oa en he c’hichen eur bern geot a daole e-barz, hini ha hini, hag a veske goude, peb an amzer, gant eur wialenn ruz-glaou, great, emezi, gant mein kaer. — « Va merc’h, galvet em beus ac’hanoc’h ama, evit ma klevfoc’h ganen petra a zo a nevez gant ho preur. Gouzout ervad a ran e karit kalz anezan hag e kar ivez ac’hanoc’h. Anken ho peus abaoe ma ho peus kollet ar gwel anezan. Mad ! emezi, dare oc’h da goll anezan evit mad, rak ho preur a zo gwall-glanv hag a dise mervel hep dale gant ar c’heuz en deus d’eoc’h, ma na dit ket da barea eur gouli a zo deut d’ezan en a c’har. Ho preur a zo brema du-ze en eur c’hoz chapel e-kreiz eur c’hoad bras ; e-unan ema eno, ha red eo d’eoc’h mont d’he gaout en noz kenta-ma. Diou heur hanter bo pezo da chom gantan, hag e pad an diou heur hanter-ze e rankoc’h, da genta, gwalc’hi e c’har gant an dour a zivero eur ar bigorn-ma a rean d’eoc’h ;
Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/31
Neuz