Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/30

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


tostaat oc’h eun tu d’al lestr evit plega va fenn ha taol er mor ar pez a rea poan d’in. Heulia o ali a rejoun hag eur pennadig goude e voen taolet ganto o diou er mor war va fenn. En eur goueza a rejoun eur skrijadenn hag e kolljoun evit doare, ar skiant ac’hanoun va-unan, rak ne oufen ket lavaret petra a c’hoarvezas ganen, ken a deujoun ennoun va-unan adarre. Neuze, o sellet en-dro d’in e weljoun ez edoun en eur c’hastell kristal ken kaer, ne ve den war an douar evit kredi pegement e lugerne kement tra a oa e-barz. Ne welen ennan a bep tu nemet aour hag arc’hant. Em c’hichen e oa eur wreg kaer ha koant ivez. Hi a lavaras d’in : — « N’ho pezet aon ebet, me am beus saveteat ac’hanoc’h eus ar mor, goude ma ’z oc’h bet taolet e-barz gant ho magerez hag he merc’h : me eo am beus digasat ac’hanoc’h ama ; gleb e oa ho tilhad, me am beus tennet anezo diwar ho tro ha, goude sec’ha ho korf paour a grene gant ar riou, em beus astennet ac’hanoc’h aze war blunv gwenn an alarc’h mor ; diganan-me ivez eo ho peus bet al louzou en deus ho tigaset ennoc’h hoc’h unan, ha brema e chomoc’h ganen da ober-al louzeier a ran gant ar geot mor a zastuman. Ne deus ket gwelloc’h evito, emezi, da barea dioc’h pep seurt klenvejou ; n’ho pezet ket aon eta, ama e vezoc’h eürus. Arabad eo d’eoc’h avad klask mont ac’han, rak na dafac’h ket a-bell hep beza beuzet. Bez’ emaoc’h ama en eul lez kristal a zo daouzek kant goured dindan ar mor. A-zioud al lez-ma zo eun enezen ha di ez an va-unan ker buan ha lavaret hag evel ma karan, e labous pe e pesk, da barea gouliou ar re am c’har hag a garan. Va hano-me a zo Morgan, ha mar fell d’eoc’h chom ama a galon vat ganen, me a zesko d’eoc’h an nerz o deus