— Gwelet a rit, eme ar paotr, ema-hi o tont; tec’homp a-drenv ar chapel, ha goude e c’helloc’h gwelet ha klevet, evel a glevjoun hag a weljoun dec’h.
Hervez kelenn ar paotr, map ar roue a ya a guz hag ar plac’h yaouank adarre a ya ivez er chapel hag a ra d’he breur, evel he devoa great an noz a-raok. Ar prins a zell piz outi hag a wel brema ez eo henvel-buez ouz ar patrom en devoa bet digant he breur hag eur barr kaeroc’h zoken, evel a lavare.
— E c’hoar eo, emezan. Me wel ervad brema n’eo ket hen eo a dlie beza tamallet, an diou a zo du-ze eo ; kavet e vezint. Ar c’henta tra a zo eo kaout houman eus al lec’h m’ema.
Neuze e selaou piz hag e klev petra a lavar he breur d’ezi ha petra a lavar hi d’he breur.
— Ma ouezfe map ar roue !… emezan.
— Ha pa ouezfe ! eme ar plac’h yaouank; ne ve biken evit va c’haout eus a-dre daouarn Morgan. Kouls ha ma oar houman parea dioc’h pep seurt klenvejou, ez eo sorsarez ivez.
— Gwelet e vezo, eme ar prins outan e-unan.
Neuze, pa voent distro ac’hano, ar prins a lavaras d’ar paotr :
— Ar wirionez az peus lavaret d’in ha brema e rankez dont ganen adarre, ma welin hirio ha me a c’hello kaout tud ha benvegou krenv a-walc’h evit dont a-benn, en taoliou kenta a vezo skoet war ar sug, da drouc’ha anezi e meur a damm.
Distro d’e lez, man ar roue a gemenn da gement gofeller a zo e kear dont d’he gaout. Pa voent en em gavet, e voe roet da zarn anezo houarn, dir ha diamant, gant gourc’hemenn