mar deo ho c’hoar henvel oc’h ar patrom-ma, me a zimezo ganti, pe n’am bezo pried ebet.
— Ar patrom-ze, eme baotr Breiz, a zo henvel a-walc’h ouz va c’hoar, petra bennak n’en deus nemet eur skeud eus he gened ; va c’hoar Henori a zo eun tamm brao kaeroc’h, ha pa ho peus c’hoant e teufe ama da zimezi ganeoc’h, e teuio, mar fell d’ezi dont; ma ne fell ket d’ezi avad, gwaz a ze ! Ha mar chom er gear, me a chomo ivez ganti : ne oufen ket lavaret gwelloc’h d’eoc’h, prins.
— Mad ! mad ! eme ar prins; kit atao, ha digasit kemenn d’in mar chom er gear. Mar teu avad, deut en he raok ama, evit ma ’z in ganeoc’h da zigemeret anezi, pa en em gavo.
— A zo mad ! eme baotr Breiz. Kenavezo neuze aotrou !
— Kenavezo, eme ar prins, ha kefridi vad ! Arabad eo, me ho ped, dale da zigas eur c’helou pe gelou d’in !
— Bez’ ho pezo, bezit hep aon, kenavezo eta ha yec’hed ! Ha paotr Breiz en hent etrezek ar gear.
An den yaouank-man, evel a c’hellit kredi, ne voe ket red pedi anezan da vont skanv en hent. Eul lestr sternet mad a gavas da gas anezan dioc’htu d’e vro. Al lestr-ze a dlie chom en eur porz-mor e Breiz, e Montroulez, da c’hortoz petra vije ar c’helou a vije da gas da vap roue an Hiberni : kamenn en devoa da ze.
Herri en em gavas hep dale e ti e c’hoar. Houman a voe souezat ouz e welet, hag en eur hokat d’ezan e lavaras dre