Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/23

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


he daerou e oa bet kalz re bell oc’h ober e dro, hag e vije marvet hep dale gant an doan, ma vije bet chomet pelloc’h.

Goude taol pep hini e boan diwar e galon, goude en em vriataat, ar breur a lavaras d’e c’hoar :

— Asa : kleo brema ganen, va c’hoar, n’eo ket a-walc’h, nevezenti all a zo c’hoaz. Te, ne ouzout ket petra en deus lavaret d’in map roue an Hiberni, a-raok ma teujoun kuit dioutan ?

— Nann da ! emezi Petra eo ?

— Dioc’htu ma welas da batrom-te, ne voe ket evit miret ouz e galon da garet ac’hanout, ha lavaret en deus d’in da zigas ganen, evit ma timezche ganez ; anez kaout ac’hanout-te, emezan, n’en devezo pried all ebet ken. Setu an nevezenti zo, ha roet en deus d’in aour hag arc’hant da rei d’it, hag, ouspenn, eul lestr a zo e Montroulez o c’hortoz ac’hanout, mar fell d’it beza rouanez an Hiberni, eun deiz a vezo. Gwel brema, va c’hoar, petra lavar da galon d’it. Evidoun-me n’em beus ken tra war gement-ma da alia ac’hanout, nemet e kredan e vezi eürusa rouanez e vezo dindan tro an heol. Evelato, gra evel a fell d’it, ha ma n’az peus ket a c’hoant da vont, me a chomo ama ganez, pe, mar fell d’it mont, me a yelo ivez d’az heul.

Ar verc’h yaouank-ma a lavaras neuze d’he breur :

— Selaou, emezi, ama zo eun dra : gwelet a rez ganen o chom va magerez hag he merc’h. E-pad ma ’z edos-te o foeta bro, me am beus kemeret anezo em zi ; hag o veva evel-se hon teir, me a gave berroc’h an amzer. Petra vijen-me deut da veza anez, lavar ? Mad ! en eur zelaou va c’halon hag o