Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/21

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ho peus-hu hen taolet dindan ho kwele ? Me a rank gwelet petra eo, rak brema eo anat d’in ne lavarit ket ar wirionez atao.

Setu ma rankas Herri neuze kemeret skouar e c’hoar ha diskouez anezan d’ar prins yaouauk.

— Patrom piou eo heman ? eme vap ar roue, mantret o welet pegen kaer e oa. Lavarit d’in da vihana ar wirionez en dro-ma.

— Patrom va c’hoar, eme ar Breizad. Hiviziken, ne dalv ket d’in nac’h ouzoc’h netra eus ar pez a guzen a-raok. Dre ma karac’h kalz ac’hanoun, e kave d’in n’ho pije ket va lezet birviken da vont kuit diouzoc’h ; koulskoude em boa doan leiz va c’halon, ha ma klevac’h ac’hanoun oc’h hirvoudi hag o ouela evel a rean, e oa dre na c’hellen ket distrei da welet va c’hoar. Setu perak. Va zad, a-raok mervel, en devoa lavaret d’eomp hon daou chom an eil gant egile ; evelato, me a zo bet diskiant a-walc’h evit mont eus ar gear, ha hrema, pell a zo e klevan bemnoz mouez va zad ha va c’hoar o rebech d’in ez oun digalon. Va c’hoar a garan hag am beus karet hed ar wech, ha pa ’z oun bet eat diouti, na greden ket e vijen eat keit-all, na chomet ker pell hep distrei d’he gwelet. Ne ouzoun ket brema, siouaz d’in ! pe ez eo yac’h pe glanv, beo pe varo, ha ma ve ho madelez lezel ac’hanoun da vont, ez afen buhan d’he c’haout.

— N’ ho peus netra gwelloc’h da ober, ha ma karjac’h e vijec’h bet eat pell a zo beza lavaret d’in diwar-benn petra ho poa doan. Kit eta, buhana ha ma c’helloc’h. Setu arc’hant d’eoc’h da vont ha da zistrei ama ganti, rak klevit ervad :