— Va mignon, emezan, eun dra bennak a zo hag a guzit ouzin, ha ma n’ho pije ket prennet ho tor, em bije gouezet. Dec’h da noz e klevjoun ac’hanoc’h (ha ne deo ket ar wech kenta eo d’in), o klemm kement hag eur Vadalen. Mar doc’h klanv, pe mar ho peus anken, lavarit, ha, mar gellan, me a raio eur vad bennak evidoc’h. N’eo ket brao tamm ebet e kuzfac’h ouzin ar pez a zo war ho kalon : gouzout ervad a rit e karan ac’hanoc’h kement, ne ve netra hag a virfe ouzin da ober vad d’eoc’h, ma ve gouezet petra eo.
— Ne deo netra, netra ebet, eme an den yaouank, hag ho madelez evidoun a zo re vras. Evel am beus bet lavaret d’eoc’h c’hoaz, ar c’hlemmou-ze a glevit ganen, red eo ma laoskfen anezo pa vezan kousket, rak, evel ma tihunan, n’em beus ket eur zonj eus a netra ebet.
Gevier a lavare evel-se ha fall a rea nac’h, rak mar en divije bet lavaret penn-da-benn kement a oa oc’h ober poan spered d’ezan, pell a zo e vije bet diboaniet ha dinec’het.
Ar prins evelato a wele ervad e kuze e vignon eun dra bennak outan pell a oa, rak kastiza a rea bemdez ha deut e oa ken treut hag eur skoul. Map ar roue, evit gouzout ar wirionez, a lakeas ober eun alc’houez da zigeri dor kampr paotr Breiz. Hag, eun nozvez, a-greiz ma ’z edo heman oc’h hirvoudi gwasa adarre, patrom e c’hoar gantan en e zourn, ar prins a ya goustad war zoliou e lêrou da gaout an nor, a zigor anezi en eun taol hag a wel e vignon beuzet en e zaerou, o sellet oc’h eun dra bonnak a stlapas dioc’htu dindan e wele.
— Petra a oa ganeoc’h aze, en ho tourn, emezan, ha perak