Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/19

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



— Gwell a ze ! eme ar prine, ma ne deus netra o tieza ac’hanoc’h, rak eur boan hag eur c’hlac’har vras e ve d’in rankout beza pell diouzoc’h ; ne ven birviken evit ho tilezel !

Paotr Breiz a ouie ervad e oa gwir ar pez a lavare ar prins, ha pegement bennak ma oa eürus gantan, e kava diês chom eno ha lezel e c’hoar he-unan. Ne zizonje ket anezi na noz, na deiz, ha, dre ma tize kaout hed o c’har, e rede d’e gampr da zellet ouz he fatrom.

Ar prinz yaouank, o welet e oa eun dra bennak war spered e vignon ha ne grede ket lavaret petra oa, a lakeas evez piz hag a anavezas e tlie eun dra bennak a vras beza o c’hoari gantan. Pep tro ma ’z ea Herri d’e gampr, ar prins, pa zistroe, a lavare d’ezan :

— C’houi a zo bet pell ! Petra eo d’eoc’h mont ken aliez-all diouzin ?

Paotr Breiz a wel ervad brema e vezo diês d’ezan distrei da welet e c’hoar, hag an dra-ze, pa zonje, a greske e zoan Kleinm, gouela hag hirvoudi a rea bemnoz gwasoc’h-gwaz en e gampr, dirak skouer e c’hoar.

Eun dervez, ar prins a glevas anezan adarre hag a falvezas d’ezan gouzout petra a c’hoarie gant e vignon.

— Marteze, emezan, az eo klanv ha ne gred ket lavaret Bed eo gwelet.

Hag hen ha mont. Ne deas ket pell, rak, en em gavet e-kichen an nor, e rankas chom eno, prennet hag alc’houezet e oa en diabarz.

Antronoz, kenta a eure a voe goulenn ouz paotr Breiz :