ker mignon d’ezan, ma veze diês penn ar prins pep tro ma ranke Herri mont dioutan aur pennadig hepken. Eürus e oa hor Breizad keit ha ma c’helle beza, nia vije bet evit kas sonj e ekoar diwar e spered. Noz-deiz e kave d’ezan klevet e dad o lavaret : — « Breur fall ha map dizent, ma ’z out ! E pe lecli ez peus-te lezet da c’hoar ? » Klevet a rea ivez mouez e c’hoar garantezus o c’hervel anezan da zont d’he c’haout, ha bemnoz, dre e gousk, e wela anezi glac’haret o ouela hag o klemm outi he-unau, hep eur c’hristen beo war he zro.
Kement-ma a vourreve spered ar Breizad yaouank hag a lakea anezan da gaout aon na vije kouezet klanv e c’hoar, pe maro gant he glac’har.
Bemnoz, pa veze eat d’e gampr, kenta tra a rea Herri eo prenna e zor war e gein hag eno, neuze, gouela gwalc’h e galon en eur zellet ouz patrom e c’hoar hag o pokat d’ezan peb eil.
Map Roue an Hiberni a oa e gampr harp-stok oc’h kampr heman. Klevet a rea anezan o klemm liag o ouela; ha goulenn outan a reas eun deiz :
— Asa ! va mignon, lavarit d’in petra eo ar c’hlemmou-ze a glevan ganeo’h bemnoz, pa vezit eat en ho kampr ? Na nac’hit, me ho ped, netra ebet ouzin; lavarit d’in petra a zo oc’h ober poan d’eoc’h, ha, mar gellan, me a viro.
— Ho trugarekaat ; netra ebet ama ne ra poan d’in, ha mar klevit ac’hanoun o klemm, ez eo, me gred, dre va c’housk. Piou na petra a c’hellfen-me da damall ama, ken eürus ha ma ’z oun ganeoc’h ?