pe eun all evil beva. Setu e berr gomzou, aotrou, petra oun ha petra eo va buhez; n’em beus ken da lavaret d’eoc’h.
— Mad ! mad ! eme ar prins; deut ganen da gaout va zad; n’ho pezo ket a geuz, a gredan, da veza lavaret d’in ar wirionez diwar-benn zo en em gavet ganeoc’h.
Hag i ha mont o daou. Pa voent dirak Roue an Hiberni, ar prins a lavaras :
— Va zad, gouzout a rit ez eo eat va eil kuit, a-nevez zo. Setu ama eun den yaouank eus a Vreiz-Izel hag a chomo ganen hiviziken, mar fell d’eoc’h ?
— Ma plij d’it a zo kement hag a ranker, eme ar roue; gra ar pez a gavi gwella erkenver an dra-ze; me ne virin ket ouzit.
— A zo mad ! eme ar prins. Brema, den yaouank, deut ganen d’am c’hampr, ma komzimp eur pennadig.
Pa voent er gampr, ar prins a c’houlennas ouz paotr Breiz ha chom gantan a raje evit he heulia e pop lec’h : n’en divije ken tra da ober.
— Ya avad, eme an den yaouank, chom a rin, ha laouen hras zo-mui-ken, pa ho peus ar vadelez da gemeret ac’hanoun.
— Mad eo ! eme ar prins. N’ho pezo ket a geuz; evit ho kobr me a roio d’eoc’h kement hag a roen d’egile en ho raok : daou c’hant skoed pep miz !… Hag a-walc’h eo ?…
— Ya da, eme Herri, a-walc’h eo, hag ho trugarekaat a ran !
Brema, setu an den yaouank oc’h heulia map Roue an Hiberni e pep lec’h ma ’z ea, hag o tont, e berr amzer, da veza