Mont d’an endalc’had

Pajenn:Meulidiguez Qeguin Gaer cure Sant-Yan-ar Bis - Ledan, 1824.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 13 ]


 
Eun habidic bep bloas, dizispign d’he ferc’hen ;
Ne garrie na butun, sucr, na guin na cafe,
Devot voa dreist-musur, côves a rê bemde.
Ha c’hoas e leveret ve perruch na perrot
Bet biscoas er bed-mâ comparabl gant Margot
An oll amezeyen a rent testeni vat
Deus ar c’heuz o deveuz, ha deus o c’halonat ;
Pa na glêvont pelloc’h Margot o fredoni,
Ez int oll consternet er glaour hac en mihi.
Harzal a rê Margot evel eur c’hy bian
Qent an de, pa zeuet aviziou da glasq tan ;
Mianvoal a re crén evel ar c’hicher bras :
Ne chomme var e zro na logoden na ras.
Pa zeue gragues kær da glasq holen en prest,
Gant comzou gratius e lavare d’e mestr :
Autrou, mar plich ganêc’h, roit holên da Jannet ;
Da Vari, Francesa, Perrin pe Guillemet.
Piou n’en divije qeuz d’eul lapous qen util,
Qer coant ha qer charmant, qer savant, qen habil !
Erfin, e voan eno pa ræs he lamm goassa,
He huanaden hir hac he bram diveza.
Biscoas sur ne glêvis eur sort esclam na cri
Vel a savas neuze var ar ru hac en ty.
Yudal a rê’r guyez, ar c’has a viniaoüe,
Ar moc’h a ziroc’he, rëor an dud a vrame.
Eno neuze Dom Non, evel en disesper,