Eun domach, ur revin coll ur sort bagat chass ?
Oguen p’en em sonjan, se zo neubeut a dra,
Rac espernet eo din va c’hic ha va bara.
Mes ah ! coll ur Gueguin hac ur Gueguineres ?
Ne’r grer qet hep chagrin, ha glac’har hac ingres.
Clêvet oc’h eus parlant a Berroqet Ver-ver,
Ar perroqet charmant eus a gouent Never ?
Ne gavet qet e bar, a lar an tad Gresset,
En langach eloqant, en sgient, en speret ;
Mes Ver-ver, m’en prouvo, ne voa nemet ur sot,
Eur marmous ignorant, comparet gant Margot ;
Eul lipous, eul liper maguet deus a vonbon,
Pasteziou, feilletez, machepain ha macaron,
Abreuvet a liqeur, guin douç ha delicat,
En eur guir, eur fripon, eur faquin pied-plat :
Margodic, er c’hontrel, a lar he magueres,
Ha veve sobramant gant yot ha bara læs.
He delicata meus a voa craqilinen,
Hac an draze qen rar ha dar chass o meren.
Ne voa tam difficil ; yun a rè bep merc’her,
Medita da zadorn, paterat da voener.
Ver-ver a voa guisqet en guis al liqichen ;
Habit guer, reverd glas ha paramant melen ;
Antretien dispignus, dies da repari,
Custum eus an divarn, an deboch, ar c’hoari.
Margot a voa guisqet simpl ha simpl en rous ven,