Mont d’an endalc’had

Pajenn:Meulidiguez Qeguin Gaer cure Sant-Yan-ar Bis - Ledan, 1824.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 14 ]


A scriff d’e vignonet eul lizer circuler
Da zont incontinant d’ober prompt un eizvet
Gant e Gueguin Margot, an deis-se decedet.
Me meus bet ur c'’opi, concevet er c’his-màn :
» Mignon, mar am c’heres, me ped, diret amân,
» Ma raiomp un eizvet gant va c’heguin Margot,
» Decedet bremâ-soun, en eur gana go-goot.
» Ouspen e teuyo c’hoas eur certen medecin,
» Heb laret e hano, anavezet en fin,
» Hac en deus decidet qeguin ha turzunel
» A vije leun vuez un heur c’hoas qent mervel.
» Homo, va mignon bras, n’en deus netra sclêroc’h,
» A zeuyo da chapier gant Cure Plouezoc’h.
» Ar Brun, trivet chapier, a zeui da vuzical,
» Ha ny a c’hrosmolo, herves on ordinal,
» Ar plein-chant païsant, dre noten pe routin ;
» Ar Scanf ha Carre-vras, Loyer hac ar Martin
» Hor sicouro mêvar, mar plich gante donet :
» Va mallos en o rëor, ma n’en em guevont get.
» Ar Gall, perruqennec, a zeui da celebri ;
» Evit eus ar re all, ne vo foëldr an hini.
» Oguen te, Baillic luch, a renco deomp sermon
» Drouill-drast he meuleudi, neus cas en pes fêçon.
» Pa vo grêt an ofiç dre gân ha gant ogrou,
» Lanchen ha corsaillen, a deot hac a c’hinou ;
» En eur guir, p’en devo grêt e zever pepini,