Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/85

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
quenta loden.

serret gant ur mên pounner. Oh myster incomprenabl ! o grevusded estranch eus ar pec’het ! guelet a ran hep mouvamant, corf, daoulagad ha daouarn an ini a ro ar mouvamant da guement-so ! disquennet eo etouez tevaligen ar bez an ini a ro e sclerigen d’an deiz ! Ha n’en deus eta mui a c’halloud an ini a gommande d’ar mor, d’an avel ha d’an oll elemanchou ? N’en em dromplomp quet : Jesus-Christ, evel Doue, na ell quet mervel, mæs hepquen evel den ; dre ar maro, evel den, e ene a zo bet dispartiet dious e gorf ; mæs e zivinite a zo chomet ato unisset gant an eil hac eguile, hac er fæçon-se, en devoa ato ar galloud d’en em ressuscita : e gorf, o veza ne oa quet bet sujet d ar pec’het, na dleie quet ive beza sujet da vreinadurez ar bez. O Jesus, maro dre garantez evidomp, roit deomp ar c’hraç da veva ha da vervel en ho toujanç hac en ho carantez ! grit, ô va Doue, ma vevimp evidoc’h hepquen, ha ma varvimp bemdez d’ar pec’het, d’ar bed ha deomp hon-unan !!!

Pempet articl.
So disquermet d’an ifernou, ressuscitet an trede deiz eus a varo da veo.

I. So disquennet… Ar c’homzou-ma a sinifi e tisquennas en ifernou ene Jesus-Christ dispartiet diouz e gorf dre ar maro en devoa anduret var ar groas. Evel-se, epad ma oa e gorf er bez, e ene a zisquennas en ifernou. Ar guer ifernou en deus meur a sinification : sinifiout a ra an ifern, e pe lec’h ema an dud collet ; sinifiout a ra ar purcator, e pe lec’h, eneou an dud just maro ê graç Doue, a beur-achu o finigen aroc mont d’ar barados ; si-