Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/84

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
doctrin ar guir gristen.

an den-se d’ar maro, ne viot mui mignon da Zæsar ; mæs coll a reot ho plaç. Var guemen-se, Pilat a gondaonas hor Zalver da vervel var ar groas.

II. Evel-se e leveromp er Gredo : a zo bet crucifiet ; en effet, hor Zalver, o veza erruet var menez Calvar pehini a oa e quichen Jerusalem, ar vourrevien er stagas ous ar groas vardro crez-deiz, ha vardro teir heur goude, e rentas e huanad diveza en ur ober ur c’hri bras, evit disquez ne varve quet dre ners an tourmanchou, mæs dre e volontez e-unan. Er moment-ma varvas hor Zalver, an heaul a gollas e sclerigen epad ur maread amzer, an douar a grenas, ar vein a fraillas, ha cals a gorfou maro a ressuscitas. Evel-se, ar frouezen eus ar vezen he devoa serret ouzomp ar barados, ha Jesus-Christ, en ur vervel var ur vezen, en deus anevez en digoret deomp : rac-se, ar groas pehini a oa diaguent un instrumant a vez, a gonfusion hac a varo, a zo hirio ur merq a enor hac ur zourcen a vuez : Ut undè mors oriebatur, indè vita resurgeret : et qui in ligno vincebat, in ligno quoque vinceretur per Christum [1].

III. Goude maro hor Zalver, daou zen, unan hanvet Joseph hac eguile Nicodêm, a obtenas digant Pilat ar bermission da zistaga e gorf eus ar groas, ha d’en enterri ; mæs, gant aon ne vije quet peur-varo, aroc en distaga, ur soudard a blantas e lanç en e gostez, hac a reas sortial anezan dour ha goad ; ar pez a oa ur merq certen, hervez ar vidicinet memes, penos e oa veritablamant maro. Neuse ar c’horf santel-ma a voue laqueet en ur bez nevez toullet en ur garrec ha

  1. [Diouzh al liderezh (prefas an oferen d'ar Yaou Gamblid).]