Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
doctrin ar guir gristen.

nifiout a ra ive al limbou e pe lec’h e oa eneou an dud santel, maro abaoue commançamant ar bed ; eno e tisquennas ene Jesus-Christ, evit dilivra eneou an dud santel-se hac o c’haç ganthan d’ar barados pehini a oa serret abaoue pec’het Adam, ha na dleie beza digoret nemet gant Jesus-Christ goude e varo hac e resurrection. Hor Zalver a zisquennas ive el limbou, evit disquez eno e c’halloud hac e vadelez evel m’en devoa er græt en êe ha var an douar. Al limbou a oa ur plaç a beoc’h hac a repos, mæs ê pebini ne jouisset quet eus ar guel a Zoue. An eneou parfetamant pur er moment ma sortient eus ar bed-ma, hac ar re o devize peur-echuet da satisfia er purcator da justiç an Autrou Doue, a repose er plaç-ma. Eno e oa, dious ma creder, eneou Adam hac Eva pere, goude o fec’het, o devoa græt pinigen : eno edo eneou ar batriarchet hac ar brofetet, en ur guer, eneou an oll dud santel pere a oa ê graç hac e carantez parfet an Autrou Doue. Pebes joa evit ar re-ma, guelet hor Zalver o c’herruout evit o dilivra ! peguer bras e voue joa ar bobl a Israel captif e Babylon, pa roas Cyrus dezan ar bermission da zistrei d’e vro ha da zevel, a nevez an templ a Jerusalem ! Compren a eller peguen agreabl eo evit ur prisonnier paour clêvet ar c’helou eus e zilivranç ; mæs piou a ell compren eurusded an eneou zantel eus al limbou, pa veljont o redemptor benniguet ! Beza eta hon deus pelloc’h an heur d’ho guelet, ô Redemptor divin, a lavarent assamblez : advenisti, Redemptor noster ! [1] Ama, evel var an douar, e c’huanademp varlerc’h ho tonediguez, hac e pedemp an êe da zigueri evit ho lezel da zisquen : rorate, cœli, de-

  1. [Diouzh al liderezh (gwerzig eus Ofis an Anaon).]