da gonsideri ar burzudou en deus græt evidomp, evit ma teui ar guel anezo da zigaç deomp da zonch eus hor c’hrouer, ha d’hon lacaat da sevel hor c’halon varzu-hac-ennan. Rei a ra deomp an nos evit ma c’hallimp en em zisquiza eus a fatig an deiz hac evit ma vezo douçoc’h ha tranquilloc’h hor repos pehini a zo an imach eus ar maro, evel ma’z-eo hor guële, ar silanç ha tevaligen an nos, an imach parfet eus ar bez. Evel ma sao brema hor c’horfou eus ar guële, evel-se ive e savint eus ar bez non pas evit jouissa eus a sclerigen un deiz pehini a echuo, mæs evit jouissa eus ar guel a Zoue pehini a zo ar guir sclerigen hep fin : lumen indeficiens [1]. O va Doue , p’eur e c’herruo an deiz eürus-se ? O va ene, songeomp alies ennan, huanadomp var e lerc’h, ha dalc’homp hor c’halon distag eus an traou crouet pere a dremen !
En eil devez, e crouas ar firmamant pehini a hanvas an êe. Ar firmamant eo an distanç a zo adalec an douar betec an izella eus ar stered diflach, pehini a zo var-dro queit en tu-all d’an heaul, evel-ma an heol eus an douar : hoguen, an heol a zo, hervez an dud habil, ouspen tregont milion leo eus an douar, ha, rac-se, an izella eus ar stered diflach a dle beza vardro tri-uguent milion leo huelloc’h diouzomp, mæs ar re huella eus ar memes stered, a zo mil ha mil guech pelloc’h eus ar re izella eguet ar re-ma eus an douar. Speret an den a zo, hep-mar, rê-ver evit galloud compren ha muzula quemen-ma, mæs oll e c’hallomp hac e tleomp compren penos an den, comparachet gant Doue, a zo disterroc’h eguet ar verienen comparachet gant an den pehini a zo, eme ar Speret
- ↑ [Eccli. XXIV, 6.]