Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
quenta loden.

subl dezan : sinifiout a ra c’hoas, penos an Autrou Doue hon tad a zo infinimant parfet, penos e ma dre-oll, e vêl pep tra hac e c’houarn pep tra. Pebes sujet a gonsolation evit an dud-vâd dre ma’z-int certen penos e consider o foan, ha penos e teui d’o zicour ha d’o recompansi ; mæs ive pebes sujet a spount evit ar re fall, ô compren penos o guêl oc’h ober an drouc, ha penos ne lezo quet an drouc a reont hep punition !

Dre e oll-galloud eo en deus Doue crouet an êe hac an douar : croui a sinifi ober un dra-bennac eus a netra. Doue en deus tennet eus a netra an êe hac an douar, quement a velomp ha quement ne allomp quet da velet : comzet en deus, eme ar Scritur, ha pep tra a zo bet græt : dixit et facta sunt [1]. Ar Mab hac ar Speret Santel o veza ar memes Doue gant an Tad, oll-galloudec hac infinimant parfet eveltan, o deus ive evelthan contribuet da groui ar bed hac a gontribu evelthan da ober pep tra ; mæs creation ar bed a zo particulieramant attribuet d’ar c’henta person eus an Drindet, abalamour an œuvrou a c’halloud a vez attribuet d’an Tad, an œuvrou a drugarez d’ar Mab, hac an œuvrou a garantez d’ar Speret Santel. Doue en devize gallet croui ar bed en un instant, dre ur goms, dre un act eus e volontez, mæs implijet en eus c’huec’h devez evit desqui deomp e tleomp implija mâd hon amzer hac ober pep-tra gant patiantet.

Ar c’henta devez e crouas an êe hac an douar, hac e tispartias ar sclerigen eus an devaligen : an disparti-se pehini a reas an nos hac an deiz, a ro deomp da anaout un tad-mâd, attantif da ezomou e vugale. Rei a ra deomp an deiz da labourat ha

2.

  1. [Ps. CXLVIII, 5.]