Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
quenta loden.

Santel, etre daouarn Doue, evel un tamic pri etre daourn ar poder… Doue, er memes devez, a zispartias an oll dour en diou loden : ul loden alaqueas var ar firmamant evit servichout evel da instrumant d’e justiç, hac ul loden-all a laqueas var an douar evit utilite an den. En amzer an diluch, Doue en e justiç, a lezas da guëza eus an dour a zalc’h var ar firmamant hac hep dale an douar a voue goloet, hac ar meneziou memes ar re huella. O Doue, en a zo bras ho calloud !

En drede devez, Doue a zispartias an douar-ferm eus an dour da behini e vercas e blaç, ha pehini a hanvomp ar mor. Lavaret a reas dezan : dont a ri betec ama, ha ne zî quet irroc’h [1]. Ar mor, a vechou, a zeblant beza var ar poent da c’holo an douar, mæs dre ma tosta ous ar bord, e timinu e fulor, hac e teu, evel, d’en em humilia ha d’en em brosterni, dirac ar merq a zo laqueet dezan gant an dorn oll-galloudus a Zoue. Penos e credomp-nî eta, en em revolti a-enep hor C’hrouer, da behini e c’hobois an oll elemanchou !

Er bevare devez, Doue a grouas an heol hac al loar evit rei eus o sclerigen d’an deiz ha d’an nos. En em zisquez a reont d’an oll evit convia an oll da adori an hini en deus crouet pep tra evit an den : mont a reont, bep bloas, dre ar memes hent, hep an disterra fazi, evit rei deomp da anaout an obligation hon deus ive hon-unan da zenti ous ar vouez a Zoue. Abaoue commançamant ar bed e roont eus o sclerigen hac eus o zomder, hep diminui netra eus o ners, evit rei deomp da gompren penos perfectionou Doue, n’o deus fin-ebet. Mæs, m’ar d’eo quer-caër ar squeud, petra na

  1. [Job XXXVIII, 11 : usque huc venies, et non procedes amplius.]