Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/64

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
doctrin ar guir gristen.

œuvrou-mâd an dud just, ha gounit ar vuez eternel.

Quenta articl.
Me a gred en Doue, hon tad oll-galloudec.

Me a gred en Doue, da lavaret eo, me a zoumet va feiz da gredi ez-eus un Doue, ha da gredi quement en deus discleriet an Doue se pehini, o veza ar virionez-memes, na ell na trompla, nac en em drompla e-unan : ne gomprenan quet an oll guirionezou a bropos d’în da gredi, mæs o veza certen en deus parlantet hac a froposet d’în, e credan quercouls ar re ne gomprenan quet evel ar re a gomprenan ; lavaret a ran : Doue en deus o discleriet, quemen-se a so avoalc’h : un tad hac ur mæstr, peguer-guizyec bennac ez-int, a ell en em drompla, cousgoude ur c’hrouadur hac un disquib a gred quement a leveront, petra-bennac ma c’herru alies n’o c’homprenont quet : just ha ræsonabl eo eta deomp credi quement-so discleriet deomp gant Doue.

Lavaret a reomp : me a gred en Doue hon tad, abalamour ar c’henta person eus an Drindet a zo ar princip pehini a brodu an daou ferson-all, pere a zo eus ar memes natur gantan ha Doue evel-tan. Hanvet eo ive an tad, abalamour Jesus-Christ a zo, evel Doue, e vab unic, ô caout ar memes natur ganthan hac ar memes divinite. Rei a reomp c’hoas dezan an hano-se, abalamour m’en deus, dre ar vadiziant, hor c’hemeret evit e vugale ha roet deomp guir e rouantelez an êe.

Ajouti a reomp : oll-galloudec ; coms pehini a sinifi penos Doue, dre e oll-c’halloud, en deus græt pep-tra, ha penos n’en deus netra impos-