Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
quenta loden.

goulou da vervel en o lampr ne aljont quet antren en sall ar banquet.

IV. Ar Gredo a zo ur beden ar gaëra ma carremp he c’hompren-mâd, hac he lavaret gant attantion ha gant feiz… Lavaret a reomp : me a gred en Doue hon tad oll-galloudec, evel pa lavarfemp : m’ar deu ar c’hiq, ar bed, an drouc-speret d’am poursu, d’am zenti, ha d’en em zevel em enep, me a c’houlenno gant fizianç sicour digant va Zad cœlestiel, pehini en deus galloud avoalc’h evit va difen, o veza ma’z-eo an oll-galloudec, crouer an êe hac an douar : m’ar deu an niver, ar grevusded hac ar bouez eus va fec’hejou d’am zroubli, m’em bezo recours da Jesus, mab unic an Tad eternel, va mæstr ha va Autrou souveren, o veza ma’z eo va c’hrouer ha va redemptor ; hac evel ma teu ur c’hrouadur yaouanq, da redec, en e spount, entre divrec’h e dad pe e vam, me en em recommando ive d’ar Verc’hes sacr, mam da Zoue, va mam, ha mam d’an oll gristenien, evit ma præsanto ac’hanon da Jesus, ha ma lacaï ac’hanon entre e zivrec’h astennet var ar groas ha digor dre garantez evidon ; hac eno, evel en ul leac’h a surentez, ne heanin d’e veuli, non pas hepquen, da veza bet concevet, ganet ha crucifiet evidon ; mæs ive abalamour maz-eo ressuscitet evit ma ressuscitin un deiz va-unan ; abalamour ma’z-eo pignet en êe evit merca eno va flaç ha lacat va hano ; abalamour ma’z-eo azezet en tu-deo d’e Dad eternel evit beza va alvocad ha pledi evidon aroc disquen da varn ar bed oll ; abalamour m’en deus roet d’in ar c hraç da veza unan eus a vemprou ar guir Ilis ê pehini e c’hallan caout ar pardon eus va fec’hejou, pers en