Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/62

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
doctrin ar guir gristen.

chou instituet gant hor Zalver Jesus-Christ evit hor zantifia : resurrection ar c’horfou hac ar vuez eternel ; dre ar c’homzou-ma e reomp profession da gredi penos hor c’horfou a ressuscito-oll da fin ar bed, a vezo unisset a nevez gant hon eneou, hac a vezo ganto, hac evelto, eternelamant eürus er barados, pe eternelamant malurus en ifern, hervez hon œuvrou-mâd pe fall.

III. Obliget omp-oll da anaout ar guirionezou-ma var bere eo fontet ar feiz hac an esperanç gristen, ha cousgoude ez-eus cals, siouas ! pere ne guemeront quet ar boan d’o desqui. O Doue, pebes dallentez ! querzet a raffent-pell, gant hast ha gant joa da zesqui ar voyen da veza pinvidic hac eürus var an douar ; mæs petra eo madou hac eürusded an douar comparacnet gant madou hac eürusded an êe ! Ur c’hrouadur en deus joa o c’hanaout e dud, o songeal en o c’haliteou mâd, er pez a reont evit an : ô va Doue, c’hui eo an ini hoc’h eus va c’hrouet dre hoc’h oll-calloud, ha va frenet gant ar prix eus ho coad en ho madelez ; diganeoc’h eo e recevan pep tra ha c’hui eo an ini a dle va renta æternelamant eürus ; ha possubl eo eta, e chomfen-me hep en em occupi ac’hanoc’h, hep ho c’hanaout, ho caret hac ho meuli ! An dud ne fell quet dezo en em instrui a zisquez avoalc’h e vancout a feiz pe a furnez : allas, ma n’o deus quet a feiz, jamæs ne antreint ê rouantelez an êe ; hep ar feiz ne aller quet plijout da Zoue ; barnet int dre avanç : qui non credit, jam judicatus est ; ha ma n’o deus quet ar furnez christen pehini a zo un donæson a Zoue, o zilvidiguez a zo exposet-bras : henvel int ous ar guerc’hezed foll pere, o veza dre o faut, lezet ar