Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
doctrin ar guir gristen.


lout ober netra en tû-all [1], eme ar Speret Santel ; mæs hor Zalver adorabl en deus en em zacrifiet var auter ar groas, non pas hepquen evit e vignoned, mæs evit e vrassa adversourien, evit pec’herien obstinet pere ne denfont profit nac avantach-ebet eus e varo... Dibot eo ar roue a souffr ar maro evit mâd ha prosperite e zujidi, mæs Jesus-Christ, hon roue hon Autrou souveren, en deus scuillet betec ar veraden diveza eus e voad evit acquisita deomp a bep seurt madou temporel ha spirituel, evit an amzer hac evit an etemite. O pebes carantez evidomp-nî hac evit hor silvidiguez ! O va Jesus, compren a ran penos hoc’h eus hor c’haret evel-rê : nimiâ caritate dilexit nos [2]. O Jesus, souffret hoc’h eus ar maro, non pas hepquen evit an oll ê general, mæs evit pep-unan ac’hanomp ê particulier ; dre fæçon ma c’hallan ha ma tlean lavaret gant an abostol, penos hoc’h eus scuillet ho coad evidon, evel pa na vize nemedon va-unan var an douar : in fide vivo Filii Dei qui dilexit me et tradidit semetipsum pro me [3]. Ia, va Jesus, en amzer-ma c’huëzac’h an dour hac ar goad er jardin Olivet ; en amzer-ma voa ho corf benniguet stag ous a ur piller ha dispennet a doliou ; en amzer-ma toullet deoc’h ho treid hac ho taouarn, e songeac’h ennon hac e carac’h ac’hanon dre ur garantez dreist vuzul! Ha possubl eo, ô va Zalver, ne renten-me quet deoc’h, a viana, carantez evit carantez ! O Jesus, me a fell d’în destum an instrumanchou eus ho passion hac ober anezo evel ur boquet precius pehini a zouguin var va c’halon, hac eus a behini ar c’huez-vâd a zigaço d’în da zonch ac’hanoc’h, hac am c’houracho da vale var ho roudou ! Me a fel d’în,

  1. [Cf. Joan. XV, 13 : majorem hac dilectionem nemo habet, ut animam suam ponat quis pro amicis suis.]
  2. [Cf. Eph. II, 4 : Deus autem, qui dives est in misericordia, propter nimiam caritatem suam, qua dilexit nos.]
  3. [Gal. II, 20.]