Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
quenta loden.

an Autrou Doue ê personach hon tad quenta, hac an offanç-se a ioa infinit ; rac ma en em guemere ouc’h ar vajeste infinit a Zoue : ar justiç divin a c’houlenne ur raparation proportionnet d’an injur ; mæs an den a zo rê-zister evit gallout rei ur seurt raparation : ne voa nemet un den-Doue capabl a guemen-ma. Red oa dezan beza den, evit gallout souffr, ha beza Doue evit rei ur prix infinit d’e souffrançou. Evel-se hor Zalver en deus quemeret ur c’horf hac un ene ; hac en deus soufFret a bep seurt tourmanchou, evel den, hac evel Doue, en deus roet dezo ur prix infinit, evit satisfia antieramant da justiç e Dad eternel evidomp. Ur gomparæson a rento ar virionez-ma sclerroc’h : ma ve ur roue insultet ha scoet en ur fæçon grevus gant unan eus ar re zisterra etouez e zujidi, an injur-se ne alfe beza raparet avoalc’h na gant an ini en deus scoet na gant nicun-all ebet eus e dud ; mæs, m’ar deu mab ar roue e-unan d’en em brosterni dirac e dad ha da lavaret dezan penos en em garg eus ar boan dleet d’an den coupabl, an humiliation ê pehini en em gav mab ar roue, a zo ur satisfaction proportionet d’an injur en deus recevet e dad : cetu a ze un imach eus ar pez en deus græt evidomp hor Zalver Jesus-Christ... Incomprenabl eo eta ar valiç eus ar pec’het.

II. Incomprenabl eo ive ar vadelez a Zoue en hon andret. Un den generus a ell exposi e vuez evit savetei unan bennac eus ar re a vêl var ar poent da berissa en un tân-goal ; mæs Jesus-Christ en deus roet e vuez evit hor præservi eus a dân an ifern pehini hon devoa militet... Ur mignon a ell sacrifia e vuez evit e vignon, hep gal-