Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
quenta loden.

va Doue, en em guzet en ho couliou sacr pere, evel quellies a c’hinou, a intercedo evidon : ho croas, va Jesus, a gonsiderin evel ar squeul dre behini e tlean pignat en êe ; evel an alc’huëz pehini a dle diguen d’în dor ar barados ! C’hui, va Zalver, pehini a zo ar zantelez memes, hoc’h eus quemeret plaç an dud coupabl, en em zamet eus o fec’hejou, hac o douguet var ar groas, evit o lesqui eno dre an tân eus hô carantez divin : peccata nostra pertulit in corpore suo super lignum [1] ; eno hoc’h eus rentet deomp ar vuez oc’h effaci an arrêt a varo prononcet en hon enep: delens chirographum decreto quod erat contrarium nobis [2]; eno hoc’h eus accomplisset ar gourdrous ho poa græt d’ar sarpant penos lignez ar c’hreg a vruzunze dezan e ben : ipse [sic] conteret caput tuum [3]. O Doue, pe seurt actionou a c’hraç a allan-me da renta deoc’h evit quement a vâd-oberou ?

III. Da viana em bezo ennoc’h, va Zalver, hac en ho croas, ur fizianç ar vrassa : ar groas eo ur sarpant coëvr eus a behini ar guêl a dle hor parea ; ar banyel pehini hon rento victorius var adversourien hor silvidiguez ; ar gador eus a behini Doue e-unan en deus ar vadelez d’hon instrui ; al levr e pehini an oll a ell len ha compren ar vadelez a Zoue en hon andret ; an auter var behini Jesus an deus en em sacrifiet evidomp : an dribunal a zivar behini e clevimp un deiz ar zetanç a beoc’h hac a eürusded eternel !!!

var ar gredo, pe ar symbolen e general.

Ar guær symbolen a sinifi merq pe sin : evel-se Symbolen an ebestel a zo ar merq, ar sin, ar re-

  1. [I. Pet. II, 24.]
  2. [Col. II, 14.]
  3. [Gen. III, 15.]