Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/509

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
477
pempet loden.

accustumanç-fall hoc’h eus ne rai nemet ho renta cals coupaploc’h : ne iscuzit quet ur c’hrouadur abalamour ma lavar deoc’h eo accustumet da squei gant e dad, nac ul laër, abalamour ma’z-eo accustumet da laërez… Me ne douan ha ne vlaspheman, a livirit, nemet pa stourm an traou ouzin ; penos ho penfec, ho servicher eo a ra poan deoc’h, hac abalamour da ze, e scoit gant o tad, da lavaret eo, gant Doue pehini a outragit ! Oh pebes injustiç, pebes insolanç, pebes follentez ! An traou a stourm ouzoc’h : hac e sonch deoc’h ne stourmint mui pa ho pezo blasphemet an hano sacr a Zoue ? Er c’hontrol, an drouc speret a ell, dre bermission Doue, lacat an traou da stourm, evit ho lacat da bec’hi ha da goll ar barados… Ho pugale hac ho servicherien ne zentont quet : mæs ne illit ober netra vâd anez ar sicour a Zoue ; a credi a rit-hu e rentot mâd ho tud o pedi an drouc sperct ? Salocras, an Autrou Doue ne ro quet e venediction d’ar seurt pedennou : ho pugale hac ho tomestiquet a vezo tud fall eveldoc’h : tud a drouç hac a drubull eveldoc’h, touerien ha sacreourien eveldoc’h, etouez pere Doue ne rai quet e zemeuranç : non in commotione Deus [1]… Lavaret a rit eo trist bras an amzer a rên, penos ne brosper netra etre ho taouarn, ne brodu que[t] ho touarou : quemen-se a zo just ; rac ac’hanoc’h eo e parlante ar profet David en unan eus e salmou, pa lavare : an dud miserabl-se o deus græt goab eus a venediction Doue, ha benediction Doue a bellaï dioutho [2] ; o touet hac o profani an deiziou consacret d’e zervich, o deus præferet e valediction, hac e valediction a zo disquennet varnezo evel ur viscamant pehini o golo [3], hac evel

  1. [Cf. III. Reg. XIX, 11.]
  2. [Gw. pelloc’h an destenn orin.]
  3. [Memes tra.]