Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/508

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
476
doctrin ar guir gristen.

bitius e goustianç hac e ene, ne glasq nemet plaçou huel hac enoriou ar bed ; mæs c’hui, touerien-Doue, pe seurt profit a dennit-hu eus ho leou-douetou ? pe seurt gounideguez a deu deoc’h-hu ? gounit a rit an ifern ! cetu eno ar baëamant dleet d’ho sacreou ha d’ho plasphemou : stipendia peccati mors ! [1] Ar blasphemou hac al leou-douetou a zo langach an ifern. Len a reomp er Scritur penos ar bobl eus ar Judee o veza græt alianç gant ar Moabitet ha quemeret priejou en o zouez, ar vugale ganet eus an dimiziou fall-ma ne barlantent mui langach ar Yuzevien [2]. Ne ouzon quet gant piou hoc’h eus græt aliang , touerien-oue ; ho langach a ro d’in da gredi eo gant an ifem y siouas : cum infemo fecimus pactum [3] ; rac parlant a rit langach ar vro-se. Ia, pa glêvomp ac’hanoc’h o nondeal, o sacreal, o leusquel mallosiou ar re horrupla, pa velomp an droug hac an drubull en ho touez, e lavaromp gant glac’har, mæs, allas ! gant guirionez : tud miserabl, beza hoc’h eus evit tad an drouc speret [4] ; rac ho langach ên ro sclear da anaout, parlant a rit langach an ifern. Compren a ran penos an drouc sperejou a ell blasphemi dre zizesper, guelet a reont ar c’holl o deus graet, mæs c’hui, touerien-Doue, a collet hoc’h eus-hu ive pep esperanç ? Ha renonç a rit-hu dre avanç d’ho perz er barados ? Salocras, eme c’hui, mæs quemeret hon deus an accustumanç da jarneal ha ne allomp mui en em viret. Ne allit mui en em viret ! discuëzit eta d’în hoc’h instrumanchou a binigen : ped yun, ped alusen hoc’h eus græt evit goulen digant Doue ar c’hraç d’en em gorrigea ? Ma na fell quet deoc’h en em zicour, Doue n’ho sicouro quet ive, an

  1. [Rom. VI, 23.]
  2. [Gw. Neh., XIII, 23.]
  3. [Is. XXVIII, 15.]
  4. [Cf. Joan. VIII, 44.]