Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/510

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
478
doctrin ar guir gristen.

ur gouriç a goler pehini a stardo anezo epad an eternite : noluit benedictionem et elongabitur : maluit maledictionem et eveniet ei, sicut zona quâ semper præcingetur [1]… Pardon, va Doue, ne douin mui ; pe mar guerru guenêen touet hep sonch, e rin ur binigen-bennac : santifia-mâd a rin ar zuliou hac ar goueliou berz : miret a rin ho lezen ben-da-ben, gant ar sicour eus ho graç !

III. Remejou. Ar c’henta remed a-enep ar goler eo desqui gant hor Zalver beza douç hac humbl a galon : discite à me quia mitis sum et humilis corde [2]. Ne vezo salvet, eme an abostol, nenaet ar re o devezo conformet o buez gant ini hor Zalver Jesus-Christ : quos prædestinavit conformes fieri imagini filii sui [3] ; hoguen hor Zalver a so bet ato douç evel un noan, eme ar profet Isaï : sicut agnus coram tondente se obmutescit [4] ; e adversourien a deu da ober goab anezan, d’er bafoui, d’er squei, da scopa en e visach ha d’e voaldreti e pep fæçon ; hac e souffr hep ober an disterra clêm evit rei deomp ur guentel gaër a humilite hac a batiantet : Jesus autem tacebat [5]. An ebestel, e commançamant ar gristenach, a souffras, evel o mæstr divin, pep-trâ gant patiantet, hac en em rentas er fæçon-se, eme sant Jerôm [6], utilloc’h d’ar religion eguet dre ar miraclou o devoa recevet ar galloud da ober hac a rent e præsanç an oll. Ar zænt, hep excepti nicun, a zo bet douç, humbl ha patiant : tud a beoc’h ha tud leun a garantez evit Doue hac evit an nessa : oc’h ar mercou-ma, eme hor Zalver, e viot anavezet gant an oll evit va disquibien : ex hoc cognoscent omnes quia discipuli mei estis [7]… Considerit, aroc parlant, petra ell erruout gueneoc’h, hac en em zisposit

  1. [Ps. CVIII, 18-19.]
  2. [Matth. XI, 29.]
  3. [Rom. VIII, 29.]
  4. [Is. VIII, 32.]
  5. [Matth. XXVI, 53.]
  6. […]
  7. [Joan. XIII, 35.]