Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/504

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
472
doctrin ar guir gristen.

evit ur moment a blijadur, eme sant Augustin [1]. Tec’hit diouz ar goal occasion : n’en em gavit quet etouez an everien, a recommand deoc’n ar Speret Santel : noli esse in conviviis potatorum [2] ; rac an ini a gar an danger a berisso ennan, eme bor Zalver [3]… Grit pinigen. Evel ma lazer an tân dre an dour, evel-se ive ar yun a so ur voyen excellant evit en em dizober eus ar gourmandis… Evit dont a ben eus a ul loen direiz e rêr dezan labourat-cals ha dibri nebeud ; tretit evel-se ho corf gant aoun na golfe hoc’h ene… Dihunit pelloc’h, a lavar deoc’h ar profet Joel, scuillit daëlou ha criit varzu an drugarez a Zoue, ô c’hui oll pere a ev guin dreist-voder gant guement a blijadur : expergiscimini, ebrii, et flete et ululate, omnes qui bibitis vinum in dulcedine [4]. Clêvit an Tad eternel o lavaret deoc’h en e Scritur : bezit sobr ha beillit, rac adversour hoc’h ene a rod endro deoc’h evel ul leon arraget oc’h æza o tivori [5] : clêvit hor Zalver o c’houlen ouzoc’h : ha beza e viot-hu bepred memprou dilicat dindân ur pen curunet a spern ? [6] Clevit ar Speret Santel o rebech deoc’h ar boan inutil en deus quemeret d’ho clasq ha d’ho quervel, pa na fell quet deoc’h cench na distrei ouz Doue ! [7] Considerit an abostol zantel o voëla varnoc’h, abalamour ma zoc’h adversour da groas Jesus-Christ ! [8] Considerit ho pried, ho bugale, ho mignonet, an dud-se a zoujanç Doue, mantret a galon, o velet ar pec’hejou a gometit, an dispignou a rit, ar goal exemplou a roit ! Con-siderit ar pez hoc’h eus lavaret, ar pez hoc’h eus græt, ar pez hoc’h eus prometet, ar pez hoc’h eus militet : lavaret hoc’h eus comzou bavard, leou-douet, traou faus hac injust ; græt hoc’h eus

  1. […]
  2. [Prov. XXIII, 20.]
  3. [Eccli. III, 27 (neket en Avieloù) : qui amat periculum in illo peribit .]
  4. [Joel I, 5.]
  5. [I. Pet. V, 8 : Sobrii estote, et vigilate, quia adversarius vester diabolus tamquam leo rugiens circuit, quærens quem devoret.]
  6. [Bern., In fest. Omn. Sanct. serm. V, § 9 : Pudeat sub spinato capite membrum fieri delicatum.]
  7. […]
  8. [Phil. III, 18 (gw. uh.).]