Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/503

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
471
pempet loden.

cals, petra-bennac ma cassaont-oll ar vezventi ; perac na illit-hu quet ober eveltho, a c’houlen diganeoc’h sant Augustin ? [1]… Bet eo deoc’h ober hoc’h afferiou : hoc’h affer guenta eo affer ho silvidiguez : clasquit da guenta rouantelez an êe, eme hor Zalver [2] : ne dê jamæs permetet ober an drouc evit obteni ur vâd-bennac, eme an deologianet. Ouspen, m’er goulen ouzoc’h, ha mâd-bras eo an afferiou a rit en davarn oc’h eva dreist voder ? En em varnit ha respontit hoc’h-unan… Obliget oc’h, eme c’hui, da heuill ar c’hustum : mæs piou eo en deus laqueet ar c’hustum-se en ho touez, ha pere eo an dud e heuill ? An drouc speret eo en deus e laqueet hac ar gristenien-fall eo ar re a veler o querzet d’an davarn evit an dister trâ : oc’h ober, evel a rit, e tisquezit eta, dre ho cundu, e renoncit da vaximou an Aviel, evit heuill maximou-fall ar bed… Va danvez a zo d’în, a lavar ar mezvier, salocras, ho tanvez a zo da Zoue, rac digantban eo hoc’h eus recevet quement hoc’h eus : n’hoc’h eus galloud nemet da c’houarn ho madou, na guir nemet da guemeret ar pez hoc’h eus ezom ræsonablamant hervez ho stad hac ho condition, an nemorand a dleit da implija en œuvrou-mâd hac e querz ar paour. Compt a rentot da Zoue eus an disterra trâ : ha sulvui ho pezo recevet, sul vrassoc’h e vezo ho compt : rac cals a vezo goulennet digant an ini en devezo recevet cals, eme ar Speret Santel [3].

IV. Remejou. Considerit peguer ber eo an amzer a dremenit oc’h eva, ha pegueit hac ive peguer bras eo an tourmanchou a vilitit, evit beza evet dreist-voder ! Ur maro eternel, eme ar Scritur : quorum finis interitus [4] ; un eternite a boan

  1. […]
  2. [Matth. VI, 33 ; Luc. XII, 31.]
  3. [Luc. XII, 48.]
  4. [Phil. III, 19.]