Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/505

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
473
pempet loden.

pec’hejou ar re vrassa, collet hoc’h eus o yec’het, hoc’h enor, ho tanvez hac hoc’h ene, siouas ! Prometet ho boa cench hac ho cuntinuit da veva en disurz, militet hoc’h eus mil ha mil guech an ifern ; oh ! dihunit eta pelloc’h, scuillit daëlou hac huanadit, bras eo ar gouliou hoc’h eus græt deoc’h hoc’h-unan, mæs nê deus netra impossubl d’an oll-galloud a Zoue ; mar fell deoc’h e viot rentet pare. Petra na rit-hu quet evit conservi yec’het ho corf ; grit ive un drâ-bennac evit savetei hoc’h ene. Poan ho pezo o cench, persecutet e viot gant ho fals mignonet, mæs quemerit courach ha patiantet : en em zervichit eus ar remejou roet ama deoc’h, hac ispicial eus ar remejou a roï deoc’h ur c’hoëssour mâd ha prudant, ha gant sicour Doue e viot c’hoas salvet !

Var ar goler hac al leou-douet. — Remejou.

I. Ar goler a zo ur mouvamant direglet eus hon ene, pehini a ra deomp clasq chasseal buan divar hon tro, quement a ra poan pe a zisplich deomp. Lavaret a ran ur mouvamant direglet hoft ene, rac ur mouvamant reglet-mâd eo an ini a ra deomp pellaat pront diouzimp, ar pez a zo fall ennan e-unan hac a zisplich deomp gant ræson : oc’h ar mouvamant-ma a goler eo e parlant ar profet pa lavar : en em golerit ha ne bec’hit quet [1] … beza ez eus eta diou seurt coler, ur goler just ha ræsonabl hac ur goler fall ha difennet. Ar goler a zo just pa’z-eo fontet var ur motif just ha conform d’ar ræson : evel-se Moyses o velet e oa coëzet ar bobl a Israel en idolatriach a vruzunas, dre zipit, ê præsanç an oll bobl, tablennou al

  1. [Ps. IV, 5 (hag Eph. IV, 26) : Irascimini, et nolite peccare.]