Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/496

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
464
doctrin ar guir gristen.

ur menez huel, mæs ur veac’h ma vezo commancet-mâd, piou a ello e arreti ? Cousgoude an drouc-preseguer a zo obliget da ober e bossubl evit rapari an drouc en deus græt : goulen a dle pardon digant an ini en deus blesset dre e voal deodadou ; e veuli dirac ar re o deus e glêvet o trouc-preseg anezan, pedi Doue evithan, bac heuill var ar poent diæz ha delicat-ma, avisou ur c’hoëssour mâd ha prudant.

II. Cetu ama ur remed bennac evit en em viret diouz ar pec’het horrubl-ma pehini a vezo caos eus a zaonation quellies a ini… Songit e parlantit e præsanç Doue pehini en deus quement a horrol eus ar pec’het-ma, ma tisclerias da Voyses penos eus a c’huec’h-cant mil den pere a oa en desert ne antreje nemet daou en douar prometet, abalamour m’o devoa lavaret drouc eus o mæstr souveren ha manquet a fizianç en e c’halloud hac en e vadelez : et malè locuti sunt de Deo : nunquid poterit parare mensam in deserto, quoniàm percussit petram et fluxerunt aquæ ? [1] Ne garfac’h quet quemeret un arbalastr evit lesquel birou var imach hor Zalver crucifiet : penos eta e credit-hu lesquel ar birou eus ho teaud bilimus var ho preur pehini a so-unan eus a vemprou hor Zalver, ha templ beo ar Speret Santel ! An imach coat-se a uso gant an amzer, mæs ene ho preur a so immortel, ha c’hoas e fell deoch he c’holl, petra-bennac ma’z-eo ive ar prix eus a voad Jesus-Christ ! Horrol ho pê o lacat an tân ê ty ho nessa ; o quemeret e vadou : mæs goassoc’h a rit, o trouc-preseg, rac lemel a rit digantban e reputation pehini a so preciussoc’h dezan eguet e oll vadou !… Songit aroc parlant er pez hoc’h eus da

  1. [Ps. LXXIX, 19-20.]