Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/497

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
465
pempet loden.

lavaret : teaud an den fur a zo en e galon, ha calon an den diod a zo var e deaud, eme ar Speret Santel [1]. Ur gomz a so evel un fulen-dân pehini a ell ober un drouc ar brassa : poëzit-mâd eta ho comzou : verbis tuis facito stateram [2]… Laquit un or var ho quinou evit derc’hel ho teaud : pone, Domine, ostium circumstantiæ labiis meis [3] ; an or-ma, eme sant Per, eo ar garantez pehini a c’holo un niver-bras a bec’hejou [4]: carit an nessa eveldoc’h hoc’h-unan: ne garfac’h quet e vê lavaret drouc ac’hanoc’h, ne livirit quet a zrouc eus ar re-all. Laquit spern vardro ho tiou-scouarn, sepi aures tuas spinis [5] ; da lavaret eo, na zelaouit quet ar goal deaud ; er c’hontrol, disquezit dezan e tisplich deoc’h e voal deodadou oc’h ober dezan miret ar silanç mar hoc’h eus autorite varnezan, ha ma n’hoc’h eus quet, o cench a gonversation, pe o quemeret ur visach trist, rac evel ma teu avel an nord da bellaat ar glao, eme ar Speret Santel [6], evel-se ive ar visach trist a bella an drouc-preseguer, pe e laca da devel. Crial a rit pa velit an tân o cregui ê ty ho nessa, perac na grit-hu quet pa velit lemel diganthan e reputation ? Grit, eme sant Jerom, quement ha quercouls a-enep ar goal deodou, na gredo den drouc-preseg dirazoc’h [7]. Sant Augustin ne bermete quet da un drouc-preseguer dibri assamblez ganthan ous e daul [8] : pellait hoc’h-unan dioutho, ha ne guemerit jamæs evit ur guir gristen an ini en deus an tech fall da zrouc-preseg ; mæs en em bligeomp e compagnunez ar re a barlant-mâd eus a Zoue, eus ar religion hac eus an nessa, ha credomp penos an ini ne bec’h quet dre e deaud a so parfet : si guis in verbo non offendit, hic perfectus est vir [9].

20.

  1. [Cf. Cor stulti in ejus ore, et lingua sapientis in corde ejus est, krennlavar troet diwar an arabeg, lakaet war gont Ali ibn Abi Talib (ob. 661).]
  2. [Eccli. XXVIII, 29.]
  3. [Ps. CXL, 3.]
  4. [I. Pet.IV, 8 : caritas operit multitudinem peccatorum.]
  5. [Eccli. XXVIII, 28.]
  6. [Prov. XXV, 23 : ventus aquilo dissipat pluvias.]
  7. […]
  8. […]
  9. [Jac. III, 2.]