Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/495

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
463
pempet loden.

ar maro d’e ene e-unan en ur flêma ar re-all : rei a ra ive ar maro d’an ini e zelaou gant plijadur ; ne ouzon quet, eme sant Bernard , pehini eo ar c’houpapla, eus au ini a drouc-preseg, pe eus an ini a zelaou, unan en deus an drouc speret en e c’hinou, hac un-all en e ziscouarn : uterque diabolum portat, hic in ore, ille in aure [1]; rei a ra ar maro d’an ini a behini e trouc-preseg, rac ar miserabl-ma a glêvo abred-pe-zivezad piou en deus lavaret drouc anezan, ha ma ne bardon quet d’e adversour ne vezo jamæs e-unan pardonet gant Doue. Maro ar reputation, maro an ene ha maro ar c’horf a zo eta alies an effejou trist eus ar pec’het horrubl-ma, pehini a so cousgoude quer commun en hon touez. Cals a dud, eme ar Speret Santel, a beris dre ar c’hleze, mæs non pas quement evel dre ar goal deodadou : multi ceciderunt in ore gladii, sed non sic quasi qui interierunt per linguam [2].

Cousgoude, ar pec’het-mâ pehini a so quer commun ha quen horrubl, a zo diæz bras da rapari. Evil caout ar pardon eus ar pec’hejou-all, eo aoualc’h o detesti hac o c’hoëss ; mæs ar pec’het-ma, evel al laeronci, ne vezo pardonet nemet goude ma vezo raparet, guella ma vezo possubl, an drouc a vezo græt. Allas, penos rapari un drouc quer bras ! Cals ne fell quet dezo en em zislavaret ; ha da gals-all ne zervichfe quet en ober ; rac ar brud a gresq en ur vont, hac eleac’h ma za ar brud ne za quet an iscus. Æz eo laza ur fulen dân, mæs penos laza un tân-goal ? æz eo dua ar glan-guen, mæs penos er guenna a nevez evel diaguent ? æz eo arreti ur voul bounner en ampoënt ne ra nemet commanç da ruillal divar

  1. [N'ema ket e skridoù gwirion s. Bernard.]
  2. [Eccli. XXVIII, 22.]