Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/477

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
445
pempet loden.

lamour d’hor fallagriez : vulneratus est propter iniquitates nostras [1]. Maro eo abalamour d’hor pec’hejou, a lavar deomp an abostol : pro peccatis nostris mortuus est [2]. Mar hoc’h eus c’hoant, eme sant Bemard [3], da anaout grevusded ar pec’het marvel, quement ho crucifi, laquit-ên en un-tû hac ur pec’het marvel en un tû-all, hac oc’h en em derc’hel, e creiz etre an daou objet-se, livirit : cetu ama ar victim, ha cetu ama ar muntrer ! Oll vilitou ar Verc’hes sacr, oll boaniou ar verzerien, oll vertuziou ar zænt laqueet en ur pen eus a valançou Doue pere a so just, ne dint quet, eme ul levr devot, evit poeza eus a ur pec’het marvel hepquen ; evit ober dezan ar c’hontre-pouez, eo bet red lacaat er pen-all eus ar valanç, oll instrumanchou passion hor Zalver, e groas hac e voad precius… Hirio c’hoas ar pec’het marvel eo a deu da renta inutil e oll boan ha da ne-vezi e varo. Doue a zifen touet, difen a ra droug-preseg, difen a ra al laeronci, ar vezventi, al lubricite, ar gassoni, dindân boan a zaonation : ouspen Doue a so partout ; guelet ha clêvet a ra dre-oll; mar grêr eta en e fresanç ar pez a zifen, ha ne dê quet disprisout e autorite ; ha ne dê quet discleria, en effet, penos ne sourcier nac eus e varados pehini a bromet, nac eus e ifern a behini e c’hourdrous ; ha ne dê quet desirout maro an Autrou Doue evel ar Yuzevien, da lavaret eo, desirout ne vê Doue ebet evit gallout beva pep-unan en e rôl ? Crucifia a rit a nevez Mab Doue, a lavar deoc’h an abostol ! [4] Ia, er c’hrucifia a rit a nevez en ho taoulagad dre ho sellou lubric, evel en ho calon dre ho desirou criminel ha dre ho cassoni a-enep an nessa : er c’hrucifia a rit en

  1. [Is. LIII, 5.]
  2. [I. Cor. XV, 3.]
  3. [Ne gaver seurt lavar en oberoù gwirion s. Bernard.]
  4. [Heb. VI, 6 : rursum crucifigentes sibimetipsis Filium Dei.]