Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/478

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
446
doctrin ar guir gristen.

ho speret dre ho songesonou ifam, evel en ho guinou dre ho leou-douet, dre ho comzou bavard, dre ho drouc-preseguerez hac ho teodadou-fall : rursùm crucifigentes sibimetipsis Filium Dei ! [1] Er c’hrucifia a rit a nevez dre ho mezventiou, ho labourou da sul ha da vouel, hac hoc’h ebatou scandalus ! Coupaploc’h oc’h egued ar Yuzevien pere n’o dize guet crucifiet hor Zalver, ma o divize e anavezet ; mæs c’hui a voar e anaout, c’hui a voar ar pez en deus græt evidoc’h hac ar pez a bromet deoc’h, ha c’hoas hoc’h eus an ingrateri d’er c’hrucifia a nevez !

Goude beza consideret-mâd an injur a ra ar pec’het da Zoue, considerit c’hoas an tor a ra an den. Ar maleuriou, ar goallou, ar maro, ar c’holl eus ar c’hraç, an ifern, a so oll ar baëamant dleet d’ar pec’het : stipendia peccati mors [2]. Ia, ar pec’het eo en deus toullet an ifern : anez ar pec’het ne vize bet ifern ebet. An ifern a so ur plaç a boan e pehini an dud fall a souffro eternelamant gant an drouc sperejou, hep an disterra esperanç, an disterra soulajamant nac an disterra consolation. Cetu ama un drâ-bennac eus a dourmanchou an dud collet en ifern : selaouomp gant respet comzou ar Speret Santel dre c’hinou ar profet, ha crênomp : me a cuzo, eme Zoue, va bisach ous a dud collet, hac a c’haloï anezo-oll gant ar birou eus va c’holer : me a zestumo varnezo an oll dourmanchou assamblez, hac a raï dezo souffr poaniou mil varo, hep ma c’hallint mervel ur vech : ia, en amzer ma vezin muia courroucet en o enep, me a savo betec an êe ar vrec’h eus va justiç evit ma coëzo va zauliou varnezo gant muioc’h a stronç, hac a ellumo un

  1. [Gw. uhelloc’h]
  2. [Rom. VI, 23.]