Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/476

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
444
doctrin ar guir gristen.

niou ha trubuliou ar bed-ma a so ordinalamant . mercou eus a garantez Doue : dreizo e custum purifia e servicherien muia caret, evel en vez purifiet an aour dre an tân : quasi aurum in fornace probavit electos Dominus [1].

Ar pec’het marvel a ra un injur an horrupla da Zoue ; rac dre ar pec’het marvel en em ravoltomp a-enep Doue memes. Pa vanq ur zervicher da zenti ous e vestr, e tizent evit guir ous a un den pehini a so huelloc’h evithan dre e stad hac e gondition : mæs piou omp-nî comparachet gant Doue ! e maoump etre e zaouarn evel un tam pri etre daouarn ar poder : pebes insolanç eta en em ravolti a-enep an ini en deus hor c’hrouet, hac a ell, bep moment, lemel diganeomp ar vuez hon deus recevet diganthan !… Dre ar pec’het marvel e troomp ive a-enep Doue e vadoberou en hon audret : en effet, pe seurt usach a reomp-ni eus ar madou, eus an nerz hac eus ar yec’het en deus roet deomp ? Ha ne dê quet guir en em zervichomp anezo, lies a vech, evit en offanci ? Profani a reomp ive ar sacramanchou pere en devoa instituet evit hor santifia, ha ne tennomp profit-ebet eus ar graçou a recevomp bemdez eus e berz ; da lavaret eo, eta e rentomp an droug evit ar mâd. O cruella ingrateri ! Al loened a voar anaout o mæstr hac a rent zervich dezan evit ar vagadurez a recevont diganthan, mæs ar pec’her ne fell dezan nac anaout na servicha Doue : bos cognovit possessorem suum, Israel autem me non cognovit ! [2]… Dre ar pec’het marvel c’hoas e crucifiomp a nevez hor Zalver Jesus-Christ ; pec’hejou ar bed, evel quellies a vourreo, eo o deus e laqueet da vervel : blesset e bet, eme ar profet Isaï, aba-

  1. [Sap. III, 6.]
  2. [Is. I, 3.]