Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/473

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
441
pempet loden.


III. Ar pec’het marvel eo an tourmant a ziscar an ty ; mæs ar pec’het veniel eo ar glao pehini a doul endro ha dindân ar vein-fond. Ar pec’het marvel a ro d’an ene ar maro en un taul crên, eme sant Augustin [1] ; mæs ar pec’het veniel a dosta anezi d’an instrumant-se a varo. Ar pec’het marvel a so maro an ene ; mæs ar pec’het veniel a so ar c’hlênved a gundu eno ; ar pec’het marvel a lam diganeomp ar c’hraç santifiant, ar pec’het veniel a lam cals a c’hraçou actuel, ha pa vent lamet digant un ene e vez trec’het æz gant an dentation.

Evit gallout guel en em viret diouz ar pec’het veniel, consideromp ar maleuriou-bras a dên varnomp, ha peguen diæz eo en diffaranti dious ar pec’het marvel.

1° Pried Loth, evit beza sellet gant curiosite ous an tân a zeve Sodôm ha Gomorrh, a voue cenchet en un imach holen [2], evit furraat an dud ha desqui dezo, eme sant Augustin, dioual diouz ar fautou ar re zisterra : ut prudentes condiret exemplo [3]. Moyses, evit beza douetet e raje an Autrou Doue d’an dour sortial eus ar garrec, ne antreas quet en douar a bromission [4]. Petra a erruas gant Osa evit beza touchet gant nebeud a respet an arc’h a alianç [5], ha gant ar bobl a Versames evit beza he c’honsideret gant re a guriosite [6] ? Osa hac anter-cant mil eus ar bobl-ma a goëzas maro var ar plaç, abalamour d’o fec’het. Ar roue David, evit beza comptet e bobl dre un nebeud a vên gloar, a voue punisset dre ur vocen pehini dindân tri devez a lamas diganthan dec ha tri-uguent mil den [7]… Mæs Doue n’en em gontant quet da bunissa ar pec’het veniel er bed-ma, tân

19.

  1. […]
  2. [Gw. Gen. XIX, 26.]
  3. [Aug., Serm. CV (super Luc. XI, 5-13), 7 (10).]
  4. [Gw. Num. 20, 11-12.]
  5. [Gw. II. Reg. VI, 6-7.]
  6. [Gw. I. Reg. VI, 19.]
  7. [Gw. II. Reg. XXIV, 15.]