Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/472

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
440
doctrin ar guir gristen.

ar goaperez : ar re-ma-oll, ha cals a re-all eus ar memes speç, pere a zisplich da Zoue, a zo hanvet pec’hejou veniel. Oll e tisplijout meurbed da Zoue ! [1] Ha ne dê quet aoualc’h quemen ma evit ober da un den ræsonabl caout un horrol-vras anezo ? Ur c’hrouadur-mâd ne ra jamæs ar pez a zisplich d’e dad, nac ur mignon ar pez a zisplich d’e vignon : cetu perac sant Augustin a lavar [2] a pa ve revinet ar bed, a pa vê distrujet an oll dud hac an oll ælez, ne vê quet un drouc quer bras evel ma’z-eo ar pec’het an disterra, abalamour, eme an deologianet, an disterra drouc cometet a-enep Doue n’en deus muzul-ebet, o veza ma’z-eo ur revolt a-enep e vajeste infinit.

II. Ar pec’het veniel a zempla ennomp graç Doue : rac beza ez eo un avel scorn pehini a iena carantez Doue evidomp : ur bec’h pehini a zâm hon ene ; e zouguen a ell, evit guir, mæs he ampech a ra da guerzet en hent eus a c’hourc’hemennou Doue, ha d’e garet eus he oll nerz ; he distrei a ra eus an traou cœlestiel, evit he occupi re-alies ha dreist-voder, diouz an traou terrien : beza ez-eo ur gouli pehini a rent hon ene difæçon dirac daoulagad he fried divin, a ampech da rei dezi ar mercou ordinal a garantez pere a ro d’an eneou a zo parfetamant en e c’hraç. An ini a bec’h alies venielamant a so henvel ous a ur c’hrouadur pehini a zizent alies oc’h e dad hac a zisplich dezan e meur a boent : e speret control hac e gomportamant direspet a laca e dad d’en em yeana outhan ha da veza habituelamant var ar poent d’en dishærita. Cetu aze lod eus a effejou trist ar pec’het veniel pehini hon dispos ive d*ar pec’het marvel.

  1. […]
  2. […]