Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/474

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
442
doctrin ar guir gristen.

ar purcator a zo ive ellumet evit er punissa er bed-all. Rac-se evit ar fautou-se pere a zeblant quen dister hac a gometer quellies a vech ha gant quen nebeud a scrupul, e vezo ret souffr er purcator poaniou brassoc’h evit quement a eller da anduri er bed-ma, eme sant Augustin : gravior erit ille ignis quàm quidquid potest homo pati in hac vita [1].

2° Mæs ar pez a dle hon lacat oll da grêna , eo abalamour nê deus den hac a oar mâd aoualc’h anaout ar merq a zisparti laqueet gant Doue etre ar pec’het marvel hac ar pec’het veniel. Allas , piou a ell assuri ne dê nemet ur pec’het veniel, ar zonch, ar gomz, an action-se pehini hon deus græt pe hon deus manquet da ober ? Sant Augustin [2] a lavar ne oar quet diffaranti ar pec’het marvel diouz ar pec’het veniel, hac en deus Doue cuzet an drâ-ma ouzomp, evit ma tiouallimp, gant ur sourci-vras, eus an disterra pec’het. An abostol a lavar deomp ive dioual memes eus a bep aparanç a zrouc [3] : bezomp eta fidel en traou-bian, ha Doue a accordo deomp graçou-bras : an ini, eme ar Speret Santel, en deus doujanç Doue ne dê lezirec e netra [4] ; er c’hontrol, an ini a zispris an traou-bian ha ne ra vân evit coëza er pec’hejou dister, a goëzo nebeud-ha-nebeud e pec’hejou bras [5]. Goude beza cometet ur pec’het bennac, ha pa na ve nemet dre zonch, goulennit pardon anezan, grit ur binigen-bennac hac it da goës quenta ma ellot : en em sicourit a galon-vâd, ha Doue ho sicouro.

  1. [Gerh. Reichersp. (neket s. Aostin), Comm. aur. in ps., XXXVII, 2.]
  2. [Ne gaver seurt lavar en oberoù gwirion s. Aostin.]
  3. [I. Thess. V, 22 : ab omni specie mala abstinete vos.]
  4. [Eccles. VII, 19 : qui timet Deum nihil negligit.]
  5. [Cf. Petr. Bles., De confess. sacram. : Qui minima contemnit paulatim decidet et ad majora prolabitur (diwar Eccli. XIX, 1).]