Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/466

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
434
doctrin ar guir gristen.


Pec’hi dre habitud a zo cuëza alies ha casi a volontez-vâd er memes pec’hejou. An ini en deus un accustumanç fall-bennac a dle renonç d’e accustumanç bep mintin ha lies a vech en deiz : goulen pardon, mar digoëz dezan coëza en e bec’het a habitud, ober ur binigen bennac var an heur ha lacat e fizianç er zicour a Zoue ; rac an accustumanç, elleac’h iscusi an ini ne renonç quet d’e bec’het, en rent cals coupaploc’h : ne iscuzer quet ul laër evit er c’hlêvet o lavaret en deus an habitud da laërez, nac ur c’hrouadur pa lavar ez eo boazet da squei gant e dad.

Pec’hi a ra c’hoas, non pas hepquen ar re a ra an drouc o-unan, mæs ive ar re a deu da ordren da un-all, pe d’er zicour pe d’en alia d’en ober, pe d’e veuli goude e veza græt ; pe autramant ma n’en ampech quet o c’hallout en ober, ispicial ar re a so obliget dre o c’harg, evel ar rouanez, an dud a justiç, an tadou a famill ; rac, evel a lavar an abostol, ar re a ra an drouc a vilit ar maro, hac ive ar re a so assant gant ar re-all d’en ober [1].


————



VAR AR PEC’HET ORIGINEL.

Daou seurt pec’hejou-so : ar pec’het originel hac ar pec’het actuel.

Ar pec’het originel eo ar pec’het a deu gueneomp var an douar, hac eus a behini hon tad quenta Adam en deus hon rentet coupabl… Hon tad quenta hac hor mam guenta ne oant quet crouet er pec’het, hac aroc ma oant coëzet ennan, ne voant sujet na d’ar c’hlênved na d’ar maro, rac evel a lavar ar Scritur, Doue n’en deus

  1. [Rom. I, 32 : qui talia agunt, digni sunt morte ; et non solum qui ea faciunt, sed etiam qui consentiunt facientibus.]