Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/465

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
433
pempet loden.

son, ba neuse, mar gra un drâ-bennac control da lezen Doue pe da ul lezen-all bennac legitim, abalamour ne oar quet, e ignoranç n’en iscus quet a bec’het. Dre exempl, adalec ma’z-eo deut e squiant-vâd d’an den, ez eo obliget da c’houzout e tleer servicha Doue, enori tad ha mam, renta e drâ da bep-unan, lacat evez da ober d’ar re-all ar pez ne garfemp quet a ve graet deomp hon-unan. Mæs an ignoranç a iscus pa rêr un drâ-bennac a-enep ul lezen pehini na eller quet da anaout.

Pec’hi dre sempladurez a zo en em lezel de [sic] goëza er pec’het oc’h assanti gant un dentation grê bennac ; evel lavaret, en ur moment a goler, ur goal gomz-bennac, ober un drouc-bennac gant aoun da veza tremenet evit un den dishenvel ous ar re-all. Dre zempladurez eo e pec’has sant Per, pa nac’has teir guech hor Zalver [1] ; ha dre sempladurez eo e pec’h cals a gristenien digalon ha digourach, pa zilezont lezen Doue, gant aoun da veza dispriset, da goll o c’hargou pe o buez.

Pec’hi dre valiç a zo pec’hi gant un anoudeguez parfet penos e rer an drouc : ar pec’hejou-ma a zo cals grevussoc’h, abalamour ma o c’hometer gant gouizyeguez ha gant ur valiç anat, evel en em vengi, ober traou dishonest, etc. abalamour an oll a oar ez int pec’hejou-bras.

Beza ez eus pec’hejou a-enep ar Speret Santel, pere, eme hor Zalver, ne vezint pardonet nac er bed-ma nac er bed-all [2], da lavaret eo, nemet dre boan. Hervez sant Thomas [3], ez eus c’huec’h seurt anezo : ar fizianç-re-vras, an discreden, an avi, an aheurtamant hac an obstination da chom er pec’het ha d’en difen.

19

  1. [Gw. Marc. XIV, 66-72.]
  2. [Matth. XII, 32 ; qui autem dixerit contra Spiritum Sanctum, non remittetur ei, neque in hoc sæculo, neque in futuro.]
  3. [Matth. Cracov., De modo confitendi… (alias : Confessionale beati Thomæ de Aquino).]