Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/467

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
435
pempet loden.

quet græt ar maro, mæs græt en devoa an den immortel evelthan e-unan : ar maro n’en dê antreet er bed, nemet dre an avi eus an drouc speret. Ne oa ignoranç-ebet e speret hon tud quenta, na goal inclination-ebet en o bolontez ; er c’hontrol, Doue en devoa roet dezo ur squiant hac ur galon leun a furnez. An anoudeguez o devoa eus a Zoue a oa cals en tû-all d’an ini a ellomp da gaout epad hor buez var an douar. Beza o devoa un æzamand-vras da ober ar mâd dre ne oa controliez ebet en o inclinationou oc’h enebi outho ; hac ar pez a so caëroc’h, ne bossedent quet an donæzonou-se evitho o-unan hepquen, mæs c’hoas evit o bugale pere a dleie caout ar memes eurusded hac ar memes avantach eveltho.

Mæs, allas ! aliet gant an drouc speret pehini en devoa avi outho, Eva a guemeras eus ar frouez difennet hac a gommanças evel-se ar pec’het : à muliere factum est initium peccati [1] ; rei a reas eus ar frouez difennet d’he fried pehini, dre ali, ha gant aoun da zisplijout da Eva, a zebras evelthy. Ma n’en dize quet pec’het Adam, ne vizemp quet bet coupabl eus ar pec’het originel : dreizan hepquen, eme an abostol, eo antreet ar pec’het er bed, ha dre ar pec’het ar maro : per unum hominem intravit peccatum in mundum, et per peccatum mors [2]. Querquent goude o fec’het, e voue lamet digantbo ar c’hraç originel hac e colljont ar guir o devoa, int hac o bugale, ê rouautelez an êe. O squiant a voue troublet dre an ignoranç, o bolontez a deuas da veza sujet d’ar zempladurez, o c’horf d’ar c hlênvejou ha d ar maro. Ar memes taul, eme ar c’honcil a Drant [3], a scoas an ene hac ar chorf : an ene, dre an ignoranç hac an incli-

  1. [Eccli. XXV, 33.]
  2. [Rom. V, 12.]
  3. [Catech. Trident., IV, 13, q. 4-5.]