Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/448

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
416
doctrin ar guir gristen.

energumenos, sive baptizatos, sive catechumenos [1]. An acolythet a zougue ar goulou epad ar procession, hac a bræpare an dour hac ar guin evit ar sacrifiç santel eus an oferen ; rac-se an escop, o laca da douch ous ar goulou coar hac ous ar buredou, a recommand dezo rei an exempl-vâd : ut filii lucis ambulate[2] An donsuren a recever aroc an urzou minor, mæs ne dê quet da veza comptet etouez an urzou, o veza ne de nemet ur bræparation d’o receo hac un disposition da zouguen an habit ecclesiastic.

2° An urzou major-so : an urs a abostoler, a avieler hac a velec : an urzou-ma a zo hanvet an urzou major pe an urzou sacr, abalamour ar re o receo a ell touch ar vessel sacr, hac en em gonsacr evit ar vuez da servich an Ilis dre’r vœu solanel a chastete perpetuel… An abostoler aroc receo ar galloud eus e urs, da lavaret eo, ar galloud da gana an abostol ha da assista ous an auter, a vez avertisset-mâd gant an escop da gonsideri piz ha resolvet eo, a volontez franc, da ober da Zoue ar sacrifiç eus e liberte hac eus a esperançou ar bed : iterùm atque iterùm considerare debetis attentè quod onus hodiè ultrò appetitis [3]. Pa, vêl ez-int ferm en o resolution e c’hordren dezo en em asten a hed o c’horf var o bisach, hac epad ma vezont evel-se astennet, e leverer a vouez huel litaniou an oll zænt, evit suplia Ilis an êe d’en em interessi assamblez gant Ilis an douar e faver an dud yaouanq-se pere a fell dezo mervel antieramant d’ar bed, evit en em gonsacri antieramant da Zoue. Neuse an escop a ro dezo, peç ha peç, ar viscamant eus o urs, ha be-vech, e ro dezo e venediction… An avieler a receo ar gal-

  1. [Ibid., De ordin. exorcistarum.]
  2. [Ibid., De ordin. acolythorum.]
  3. [Ibid., De ordin. subdiaconi.]