Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/447

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
415
pedervet loden.

zelebri ar memor eus an deiz e pehini o devoa recevet an urzou, ha quemen-ma, evit heuill an avis-mâd a ro ar c’honcil a Drant [1]. Doue a ro d’ar re a c’halv da ur stad ar graçou hac ar sicourou a bere o deus ezom evit accomplissa evel ma eo dleet oll deveriou o stad ; guir eo ive eta lavaret penos ar veleyen pere a so choaset ha galvet gant Doue evel Aaron, a receo diganthan ar graçou necesser evit exerci sanlelamant o oll fonc-tionou. An urz a imprim , evel ar vadiziant hac ar gonfirmation, ur c’haracter pehini na ell jamæs beza eflacet ; rac-se ne aller ive receo ar sacramant-ma nemet ur vech.

Beza ez eus seiz urs diffarant : pevar, hanvet an urzou minor ; ha tri, hanvet an urzou major.

1° Ar pevar urs minor-so : an urs a borcher, a lenner, a exorcist hac a acolyth. Ar porcher a vire alc’huëziou an ilis, e fonctionou a oa henvel ous fonctionou ar zacristet hirio ; rac-se an escop en avertis penos e vezo responsabl dirac Doue eus a guement a virer dindân an alc’huëziou-se : sic agite quasi reddituri Deo rationem pro his rebus quæ his clavibus recluduntur [2]. Al lenner a lenne en ilis comzou Doue dirac ar bobl, rac-se an escop a recommand dezan en em aplica da ober-mâd e garg : electi ut sitis lectores, officium vestrum agnoscite et implete [3]. Dever an exorcistet â oa chasseal an drouc speret eus a gorfou ar gristenien hac eus a re ar gathecumenet, rac-se an escop a ro dezo levr an exorcismou, hac ar galloud da asten o daouarn azioc’h an dud possedet : accipite potestatum [sic] imponendi manus super

  1. […]
  2. [Pontificale Romanum, De ordinatione ostiariorum.]
  3. [Ibid., De ordin. lectorum.]