Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/446

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
414
doctrin ar guir gristen.

nationou, badezit anezo en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel [1]. Evel-se hor Zalver a roas d’e ebestel ar galloud da exerci an oll fonctionou sacr : an ebestel oc’h heuill exempl ha gourc’hemen o mæstr divin a ordrenas esquibien-all, evel Saul ha Barnabas pere a oa bet choaset gant ar Speret Santel e-unan : segregate mihi Saulum et Barnabam in opus ad quod sumpsi eos [2]; ober a rejont ive beleyen eus an daouzec ha tri-uguent disquibl pere a oa chomet fidel d’hor Zalver [3]. Mæs o velet e cresque-meurbet an niver eus ar gristenien, e voue choaset seiz avieler evit sicour an ebestel hac ar veleyen da rei ar gommunion, hac evit o assista en o fonctionou [4]. An ebestel, goude. beza yunet ha pedet, a roe an urzou, pe ar galloud da exerci ar fonctionou sacr, en ur asten o daouarn azioc’h pen an dud a gonsacrent da Zoue : tunc jejunantes et orantes, imponentesque eis manus, dimiserunt illos [5]. En amzer bræsant, e roer an urzou sacr er memes fæçon. Successoret an ebestel, oc’h en em zervichout eus ar galloud o devoa recevet, a sacras esquibien ha beleyen-all, hac evel-se an eil goude eguile betec ah deiz a hirio.

III. An urs ne ro quet hepquen ar galloud da exerci ar fonctionou sacr, mæs rei a ra c’hoas ar c’hraç d’o exerci santelamant, evel ma ro ar vadiziant ar c’hraç pe an disposition-vâd da receo ar sacramanchou-all. Cetu perac sant Paul a lavare d’e zisquib Timothee : laguit evez da negligea ar chraç hoc’h eus recevet deiz hoc’h ordination [6] ; bezit sourcius d’he nevezi ennoc’h [7]; evit en em zicour da nevezi enno ar c’hraç precius-se, an esquibien hac ar veleyen a deu, bep bloas, da

  1. [Matth. XXVIII, 19]
  2. [Act. XIII, 2.]
  3. [Gw. Luc. X, 1.]]
  4. [Act. VI, 3-6.]
  5. [Act. XIII, 3.]
  6. [I. Tim. IV, 14 : Noli negligere gratiam, quæ in te est, quæ data est tibi per prophetiam, cum impositione manuum presbyterii.]
  7. [II. Tim. I, 6 : admoneo te ut resuscites gratiam Dei, quæ est in te per impositionem manuum mearum.]