Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/445

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
413
pedervet loden.

ennoc’h evit recommandi deoc’h va ene hac he lacaat etre ho taouarn !…




SACRAMANT AN URS.


An urs a zo ur sacramant pehini a ro d’an dud a Ilis ar galloud da exerci o fonctionou sacr, hac ar c’hraç d’o exerci santelamant.

I. Ur sacramant, abalamour ma’z-eo ur zîn sansibl pehini a brodu ar c’hraç. An asten a ra an escop d’e zaouarn, hac ar pedennou a lavar oc’h o asten, a zo sinou sansibl ; ar galloud hac ar c’hraç a receo an dud a Ilis da ober ho fonctionou sacr, evel da offr ar sacrifiç, da breseg comzou Doue, da effaci ar pec’hejou ha da exerci ar fonctionou-all eus ar veleguyach, cetu eno an effejou invisibl a brodu ar sacramant.

II. An urs a ro d’an dud a Ilis ar galloud da exerci o fonctionou sacr : rac, hor Zalver, goude beza instituet sacramant an auter, a lavaras d’e ebestel : Grit quemen-ma e memor d’în : hoc facite in meam commemorationem [1]; dre’r c’homzou-ma e roas dezo ar galloud da gonsacri e gorf hac voad precius. Goude e resurrection, e c’haparissas d’e ebestel, en amzer ma oant oll assamblez, hac e roas dezo ar galloud da effaci ar pec’hejou en ur lavaret : Recevit ar Speret Santel ; ar pec’hejou a vezo pardonet d’ar re ho pezo absolvet, ha ne vezint quet pardonet d’ar re da bere ho pezo refuset an absolven : quorum remiseritis peccata, remittentur eis, et quorum retinueritis, retenta sunt [2]. Aroc pignat en êe, e roas dezo ar galloud a juridiction dre’r c’homzou-ma: It, instruit an oll

  1. [Luc. XXII, 19.]
  2. [Joan. XX, 23.]