Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/444

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
412
doctrin ar guir gristen.

gortos an amzer diveza gant aon da goll hon ententamant-vâd. Ar vugale pere n’o deus quet an usach a ræson, an dud pere n’o deus bet biscoas o speret-vâd, ar bec’herien public pere ne renonçont quet d’o goal vuez, ne vezont quet nouet ; an dud condaonet da vervel var ar chafaud ne recevont quet ive an nouen, pehini ne vez roet nemet d’ar re glân : infirmatur quis in vobis [1]. An ini a deu da veza pare hac a guez a nevez er memes clênved pe en ur c’hlênved-all, a ell hac a dle receo a nevez an nouen, quellies guech ma en em gavont en danger da … Aroc ma c’herru ar belec, e tleer derc’hel præst dour ha goulou benniguet, ur grucifi, ha pemp boulic coton pe lin… Sacramant an nouen o veza unan eus a sacramanchou ar re veo, ar c’hlânvour a dle coës aroc e receo, da viana, mar de possubl dezan ha mar en deus ezom ; mar de dilavar, ar belec a ro dezan an absolven, da guenta, ha goude, an nouen.

En em adressomp alies, ispicial en hon amzer diveza, d’ar Verc’hes glorius Vari, d’hon æl-mâd, d’hor zant paëron ha da zænt patronet hor bro, evit o zuplia da obteni deomp, digant Doue, ar pardon eus hor pec’hejou : dreist pep-tra, prononçomp alies an daou hano santel a Jesus hac a Vari ; pedomp ar vam-vâd-ma ha sant Joseph d’hon difen a-enep adversourien hor silvidiguez ha da bræsanti hon ene da Jesus… O croas sacr, c’hui eo an objet diveza a zeziran da velet ha da gontempli var an douar, abalamour, dre velitou an ini a zouguit etre ho tivrec’h eo e c’hesperan heza recevet-mâd en êe ! O Jesus, va Redemptor benniguet ! ô Guerc’hes sacr, va mam santel, an huanad diveza eus va c’halon a zavin varzu-hac--

  1. [Gw. uh.]